Title: DROUKKINNIG NEVENOIOU

Author:BARZHAZ BREIZH
Subject:EAST INDO-EUROPEAN & CELTIC
Source:
Download book:
Words Statistic:words statics
 

Number of words for page:
Droukkinnig Nevenoiou (Le tribut de Nominoe)





An aourieotenn 'zo bet falc'het,
Brumeniñ raktal en deus graet.
Argad !

Brumenniñ 'ra, a lavare
An ozac'h meur eus lein 'n Are.
Argad !

Teir sizhun ma vrumenn teñval
Ken teñval, war duioù Bro-C'hall,

Ken n'hallan gwelout e nep giz
Va mab o tonet war e giz

Marc'hadour mat o vale bro
Ha klevjout-te roud eus Karo ?

- Bout a-walc'h, tad kozh an Are,
Ha penaos eo, ha pe zoare ?

- Den a skiant, den a galon,
Aet gant ar c'hirri da Roazhon,

Aet da Roazhon gant ar c'hirri,
Kezeg-tenn outo tri ha tri,

Ha kinnig Breizh ganto hep si,
Rannet mat etre pep hini.

- Mar d-eo ho mab ar c'hinniger,
E c'hortoz 'refot an aner,

Pa'z ejod da bouezañ 'n arc'hant,
Fallout a eure tri war gant,

Ken e lavaras ar merer :
Da benn, gwaz, a ray an afer !

Ha pegañ 'n e gleñv en deus graet,
Ha penn ho mab en deus troc'het.

Hag en e vlev en deus kroget
Hag er skudell 'n deus en taolet.

An ozac'h kozh 'dal m'e glevas
'Voe tost dezhañ ken na semplas;

War ar garreg e kouezhas krenn,
Kuzhzt e zremm gant

E benn 'n e zorn, o leñvañ meur :
- Karo, va mab, va mabig paour !


An ozac'h meur 'zo 'vont en hent
E gantañ war e lerc'h e gerent,

An ozac'h kozh 'zo 'vont e-biou
E-biou kêr-veur Nevenoioù.

_ Lavarit-hu din, penn-porzhier,
Hag-eñ 'mañ an An ozac'h er gêr ?

_ Pe emañ eñ, pe n'emañ ket,
Doue d'en dalc'ho e yec'hed !

N'oa ket peurlavaret e c'her
M'eo degouezhet 'n aotrou er gêr,

...
Page: 1
 

Help

  • Select one or more words an get availables translation in Logos Dictionary.
  • Set the number of words for each page an refresh the content.
  • Go to begin of the document
  • Go to previous page
  • Go to next page
  • Go to the end of document
  • Libri.it

    CERAMICAJUMANJIBRAND IDENTITYART NOW! VOL. 4
  • Illustrati

    Sfoglia riviste di Illustrati
  • Libri.it