An Gwennilied (Les Hirondelles)
'Tre ma c'hêrig hag ar maner,
Ur wenodennig a gaver;
A gaver ur wenodenn wenn
A zo enni ur we'enn spern-gwenn;
Hag hi karget a vokedoù
Hag a blij da vab an aotrou.
Me 'garfe bout bleuñ e spern-gwenn,
Ha bout tapet gant e zorn gwenn,
Bout tapet gant e zornig gwenn,
Gwennoc'h evit bleuñ e spern-gwenn,
Ha bout laket ar e varlenn.
Mont a ra kuit diganeomp-ni,
Pa'z a ar goañv 'tre 'barzh an ti;
Mont a ra kuit 'trezek Bro-C'Hall,
'Vel ar gwennili o nijal.
Pa zistro an amzer neve,
Distroiñ 'ra dre-mañ adarre;
Pa sav ar bleuñ yal er pradoù,
Hag ar bleuñ kerc'h 'barzh ar parkoù;
Ha pa gan ar pinterigoù,
Kerkoulz hag al linerigoù;
Dont a ra da heul ar festoù,
Dont a ra c'hoazh d'hon pardonioù.
Me 'garfe gwel't e pep amzer
Bleunioù ha festoù 'barzh ar gêr,
Ha gwelet ar gwennilïed
O nijal tro zre-mañ bepred;
'Me 'garfe o gwelet 'nijal
Bepred e beg hon siminal.
"ar bleuñ yal": ar bleuñ glizin
...
|
|
|
|
|
|
|
|
|