Ar Gouriz
Gwelet em eus en ur flourenn
Ur gazeg vihan, hi laouen.
_ O! Gra, pa ri tra,
To, pa ri ti;
Gra, pa ri,
Pa ri tra,
Ne oa sonj de'i nemet a vad
Nemet da vragal 'barzh ar prad,
O! Gra, pa ri tra, hag all
Nemet da beuriñ ar yeot glas,
Ha da evañ diouzh ar wazh,
Ken na zeuas 'benn gant ar hent
Ur marc'heg yaouank, hag eñ ken!
Hag eñ ken ampart ha ken drant!
E zilhad a aour hag arc'hant.
Hag goustadik a dostaas,
Hag he fenn d'ar gloued 'astennas;
Hag ar marc'heg he likouas,
Hag e veg d'he beg a lakas;
Ha goude-se he brïïatas,
Hag hi 'n em gavas en he eaz,
Ha goude 'n deus he c'habestret,
Ha goude en deus he senklet.
_ O! Gra, pa ri tra,
To, pa ri ti;
Gra, pa ri,
Pa ri tra,
"ken": kaer, brav
...
|
|
|
|
|
|
|
|
|