COMBES A-ENEB AR BREZONEG
Danvez al leor
... Hag ar Vretoned a-eneb Combes
Komb en Breiz
Ar brezoneg hag ar Frañmasoned
Ar studi a heller prena en eur stal pe war-eeun digand an embanner :
BRUD NEVEZ
Ma zo tra pe dra ho-pefe c'hoant da houzoud pe da zisplega, n'ho-peus nemed klika war :
mond e darempred
DANVEZ AL LEOR
BROUDIG (Fañch). - Combes a-eneb ar brezoneg. - Brest : Brud Nevez, 1998. - 127 p. - (Leoriou bihan Brud Nevez, 2).
ISBN : 2-86775-174-X
E 1902 e tivenn ar gouarnamant renet gand Emil Combes ouz ar veleien ober implij deuz ar brezoneg evid prezeg hag evid ober katekiz. Kerkent e teu "Kroaz ar Vretoned", ar gazetenn gatolik renet gand F. Vallée, da gounnari : "al liberte a zo gwasket !"
Eun dibab deuz ar pennadou embannet war ar Groaz etre 1902 ha 1905 diwar an afer-ze eo a vo kavet el leor-mañ.
Sklêrijenna ahanom a ray an dibab a bennadou-man war ar pez a zonje e penn kenta ar hantved ar re a felle dezo "sôvetaad war eun dro ar Vro, ar Yez hag ar Feiz". Ha klokaad al leor a zo bet embannet ahendall en galleg e ti "Coop Breizh" diwar-benn ar memez sujed : "L'interdiction du breton en 1902".
AR VRETONED A-ENEB COMBES
Raglavar
E fin ar bloaz 1902, d'an 29 a viz gwengolo, eh embannas Prezidant ar Huzul - evel a veze anvet da neuze ar Henta Ministr - eur helhlizer o tivenn ouz ar veleien prezegenni nag ober katekiz en brezoneg. Emile Combes eo a oa ar Prezidant, hag e oa war ar memez tro Ministr an Diabarz hag ar Hult. Hervezañ, ne oa nemed ar galleg hag a helle ar veleien ober gantañ. Ar re ne fellje ket dezo senti, ...
|
|
|
|
|
|
|
|
|