Title: AN DISTRO EUS A VRO-SAOZ

Author:BARZHAZ BREIZH
Subject:EAST INDO-EUROPEAN & CELTIC
Source:
Download book:
Words Statistic:words statics
 

Number of words for page:
An distro eus a Vro-saoz







Etre parrez Pouldergad ha parrez Ploare,
Ez eus tudjentil yaouank o sevel un arme
Evit monet d'ar brezel dindan mab an Dukez,
En deus dastumet kaiz tud eus a bep korn a Vreizh;

Evit monet d'ar brezel dreist ar mor, da Vro-Saoz,
Me 'm eus ma mab Silvestrig emaint ouzh e c'hortoz;
Me 'm eus ma mab Silvestrig ha n'em eus nemetañ
A ya da heul ar strollad, gant marc'heien ar bann.

Un noz e oan em gwele, ne oan ket kousket mat,
Me 'gleve merc'hed Kerlaz a gane son ma mab;
Ha me sevel em c'hoañze raktal war ma gwele:
"Aotrou Doue! Silvestrig, pelec'h out-te breme?

Marteze emaout ouzhpenn tri c'hant lev deus ma zi,
Pe taolet 'barzh ar mor bras d'ar pesked da zibriñ;
Mar keres bezañ chomet gant da vamm ha da dad,
Te 'vize bet dimezet bremañ, dimezet mat;

Te 'vize bet dimezet hag euredet timat
D'ar bravañ plac'h eus ar vro, Mannaig Pouldergad,
Da Vanna da zousig koant, ha 'vizez ganeomp-ni
Ha gant da vugaligoù; trouz gante 'kreiz an ti.

Me am eus ur goulmig c'hlas e-kichenik ma dor,
Hag hi e toull ar garreg war benn ar roz e gor;
Me 'stago deus he gouzoug, me 'stago ul lizher
Gant seizenenn va eured, ra zeuy ma mab d'ar gêr."

"Sav alese, va c'houlmig, sav war da zivaskell
Da c'hout ha te a nijfe, ha te a nijfe pell;
Da c'hout ha te a nijfe gwall bell dreist ar mor bras
Ha ouifes hag eo ma mab, ma mab e buhez c'hoazh?

Da c'hout ha te nijfe betek an arme,
Ha 'kasfes eus va mab paour, ...
Page: 1
 

Help

  • Select one or more words an get availables translation in Logos Dictionary.
  • Set the number of words for each page an refresh the content.
  • Go to begin of the document
  • Go to previous page
  • Go to next page
  • Go to the end of document
  • Libri.it

    THE BEATLES. ON THE ROAD 1964-1966MICHAEL FREEMAN PHOTOSCHOOL RITRATTOMAGIC. 1400S–1950STIZIANO
  • Illustrati

    Sfoglia riviste di Illustrati
  • Libri.it